His Dark Materials

Satan o stourm en Ifern, un dresadenn diwar Paradise Lost gant John Milton.

His Dark Materials (E Zanvezioù Teñval) a zo un oberenn faltazi skrivet gant Philip Pullman rannet e teir lodenn : Northern Lights (Gouleier an Hanternoz), deuet er-maez e 1995, The Subtle Knife (Ar Goustilh Soutil), deuet er-maez e 1997 ha The Amber Spyglass (Al Lunedenn C'hoularz) deuet er-maez e 2000. Kontañ a ra istor daou vugel, Lyra Belacqua ha Will Parry etre meur a ved hag o klask prederiañ e-kreiz spontoù an dud deuet.

E-barzh e romantoù e komz Pullman diwar-benn traoù faltaziek evel sorserezed pe arzhed e harnez met komz a ra ivez diwar-benn sujedoù evel ar fizik, ar brederouriezh hag an doueoniezh. Ober a ra ur vurutellad eus ar Gristeniezh. Heuliañ a ra ivez barzhoneg John Milton Paradise Lost en ur lakaat anezhi en un tu enep.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search